Roca Redonda

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Inizi Galápagos gwelet eus ul loarell. Enez Isabela eo an enez vras, ha Roca Redonda a zamweler er gwalarn dezhi

Roca Redonda (Roc'h kelc'hiek) zo un enezennig didud en Inizi Galápagos, en Ecuador, er Meurvor Habask, 25 km er gwalarn da Enez Isabela.

Hir eo stumm an enezennig, ha n'eo ket kelc'hiek. 308 metrad hed dezhi, ha 136 metrad led, ha 6 devezh-arat dindani (0,03 km²). 70 m uhelder a-us da live ar mor. Repu ar gouelan kazugel eo.