Roc'han (tiegezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Disambig colour.svg Evit sterioù all an anv Roc'han, gwelit ivez ar pennad Roc'han (disheñvelout).


Skoed ar Roc'haned.

Roc'han (skrivet dre vras Rohan en dielloù) a zo anv un tiegezh nobl a orin eus Roc'han e Bro-Wened. Ur perzh bras en deus bet en Istor Breizh. Embann a rae e izili bezañ eus gouenn Roueed Breizh, ha da gentañ-penn diskennidi eus Konan Meriadeg. Meur a skourr a zo bet, gant perzhioù bras pe vrasoc'h e Breizh, Bro-C'hall ha pelloc'h.

Marc'harid Roc'han (war-dro 1335-14/12/1406) hag he fried, Olier V Klison.

Skourroù[kemmañ]