Mont d’an endalc’had

Roc'h Koad Pehen

Eus Wikipedia

Ur sell dispar a vez taolet ouzh an Elorn pa vezer war lein Roc'h Koad Pec'hen. Sevel a ra betek 98m a us d'ar stêr, nepell diouzh an Treizh, al lec'h ma veze treuzet ar stêr gant ar vag a rae an treizh etre Plougastell hag Ar Releg-Kerhuon a-raok ma vije savet ar Pont Albert Louppe etre 1926 ha 1930.

Roc'h Koad Pec'hen

Gwalenn an Impalaerez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa deut an Impalaer Napoleon III da Vrest asambles gant e wreg e 1858 e oa aet an Impalaerez Eugenie da weladenniñ he c'hendervez a oa o chom e Maner Kererod. O welet Roc'h Koad Pec'hen e teuas c'hoant dezhi pignat d'an nec'h. Ur walenn a gouezhas diouzh he biz ha biskoazh ne voe kavet en dro. Abaoe ar mare-se e vez graet Roc'h an Impalaerez eus Roc'h Koad Pec'hen.

Roc'h an Diaoul

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ur vojenn gozh eo gant an Diaoul e vije bet taolet ar Roc'h-se, ur stumm iskis dezhi. O pourmen e oa Paolig e Plougastell gwisket evel ur c'hlasker-bara. Skarzhet e oa bet kuit gant Plougastelliz ha mont a reas da glask bod en tu all d'an Elorn. Ne oa ket bet gwall zegemerusoc'h al Leoniz koulskoude, nemet ur wrac'h kozh a oa o chom a-hed ar stêr Elorn. Asantiñ a reas reiñ bod ha boued d'an Diaoul evit an noz. An deiz war-lec'h vintin e c'houlennas da zigoll digant Paolig kas kuit ar mein bras a oa en he liorzh. Evit he zrugarekaat e voe taolet a-youl vat an holl vein en tu all d'an Elorn diouzh tu Kerne, ha sevel a reont uhel bremañ a-hed ar ribl Plougastell. Teodoù fall ar Releg Kerhuon a lavar e vije bet savet ar vojenn-mañ gant Kerneviz Plougastell a glaske reiñ da grediñ evel-se e oa Satanas dorn ha dorn gant o enebourien muiañ karet. Ma klasker mat avat e weler c'hoazh Arouez an Diaoul bet lezet gantañ e nec'h Roc'h Koad Pec'hen ur wech echu e labour gantañ.

Diouzh nec'h Roc'h Koad Pec'hen

Mein eus mare an Devonian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mein Krag eus mare an Devonian eo Roc'h Koad Pec'hen. Gwazhiennadoù marmor ha kwartzit a vez en o zouez. Gwasket kreñv e oa bet ar garregenn d'ar poent-se hag evel se eo deut da gaout ar gwiskadoù mein ur stumm tost a-blom troet diouzh ar gwalarn d'ar mervent. Ul lec'h dispar eo evit ar graperien reier, a zeu ingal war-zu Roc'h Koad Pec'hen da bleustriñ war o sport.