Roberto Cosulich

Eus Wikipedia

Roberto Cosulich a zo bet ganet d'an 30 a viz Gouere 1946 e Venezia (Italia) ha marvet marteze e-pad krenadenn-douar 1980 e Perou.

Mestrc'hoarier echedoù italian.

Savet e oa bet en Amerika ar Su. Eno en doa bet kentelioù gant ar Mestr Meur Etrebroadel Hermann Pilnik. E 1965 e tistroas da Italia ha buan-tre e teuas da vezañ unan eus gwellañ c'hoarierion Italia, o tont Mestr e 1966. Dornet-kenañ e oa. Kemer a rae perzh en tournamantoù evit gounit arc'hant dreist-holl.