Roberta Collins
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv-bihan | Roberta |
| Anv-familh | Collins |
| Deiziad ganedigezh | 17 Du 1944 |
| Lec'h ganedigezh | Stadoù-Unanet |
| Deiziad ar marv | 16 Eos 2008 |
| Lec'h ar marv | Los Angeles |
| Lec'h douaridigezh | Forest Lawn Memorial Park |
| Pried | Gunther Collins |
| Bugel | Michael Sean Collins |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Micher | aktour, aktour skinwel, aktour(ez) sinema |
Roberta Collins, ganet d'ar 17 a viz Du 1944 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Eost 2008, a oa un aktourez sinema ha skinwel. Brudet e oa abalamour d'he blev melen ha d'he neuz a geñverier gant Marilyn Monroe. C'hoariet he deus e kalz filmoù dieub, evel ar c'hast Clara er film Eaten Alive gant Tobe Hooper, pe evel Matilda the Hun er film skiant-faltazi Death Race 2000.
Jack Hill, hag a oa bet rener ar film The Big Doll House, en doa disklêriet diwar he fenn, "I think she could have had a great career, but she couldn't get her personal life together ... she would be fantastic one day, do everything right, and then she would be out until 4 am partying and the next day she would be useless."
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude emlazh he mab Michael, Roberta a oa bet tapet gant ar boan-spered. Marvet eo d'ar 16 a viz Eost 2008 gant un taol-kalon, goude bezañ kemeret re a louzoù[1]. Oadet e oa a 64 vloaz.