Rick Riordan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Rick Riordan e 2018

Rick Riordan, ganet d'ar 5 a viz Even 1964 [1], zo ur skrivagner stadunanat.

Ganet eo e San Antonio, e Texas. Eno emañ o vevañ gant e wreg hag e zaou vugel, Haley ha Patrick. Ur skrivagner brudet a-walc'h eo-eñ. Kroget e oa da skrivañ « The Lightning Thief » evit e vab henañ. Resevet en deus prizioù lennegel brasañ SUA goude bezañ bet skrivet romantoù polis evit an dud-gour, Priz al levrioù evit ar vugale ha dibabet da Oberour ar bloaz.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al levr kentañ bet lennet gantañ evit ar blijadur a oa « Le Seigneur des Anneaux » (levr gallek?), hag a zo bet lennet gantañ un dek gwech bennaket. Plijout a ra dezhañ mojennoù Bro-C'hres abaoe m'emañ er skolaj. Lenn a rae dreist-holl romantoù polis pa oa erruet el lise. E gerent a oa kelennerien. E vamm a oa sonerez hag arzourez ivez, hag e dad a oa priour. Kresket en deus neuze en ur familh arzourien. Kroget eo da skrivañ pa oa er skolaj, hag an istor kentañ en devoa c'hoant embann a oa pa oa eñ 13 vloaz, siwazh, n'eo ket bet embannet.

Rick riordan 2007.jpg

Skiant-prenañ micherel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa er skolaj en deus labouret tri bloaz gant ar rener sonerezh en ur c'hamp e-pad vakañsoù an hañv .Eno en deus bet ar soñj da skrivañ « Le camp des Sang-Mêlé » (Percy Jackson ). E labour kentañ a oa kelenner en ur skolaj e New Braunfels, Texas. E wreg hag eñ o deus dilojet goude-se da San-Francisco. Bevet o deus du-se e-pad 8 vloaz, ha kelennet en deus e Presido Hill School. Distroet int da San Francisco goude bezañ bet daou vab, Haley ha Patrick. Kelennet en deus en « hôtel Saint Mary » e-pad 6 vloaz. Paouezet en deus neuze da gelenn evit dont da vezañ skrivagner.

Familh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra gant e wreg hag e zaou vab. Loened : Daou gazh du hag ur c'hi a zo dezhañ. E-pad e amzer vak : Plijout a ra dezhañ lenn, neuial, seniñ gitar ha beajiñ gant e familh. C'hoari a ra ivez c'hoarioù video gant e vugale.

Oberennoù lennegel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù plijusañ skrivet gantañ e-unan : Ur goulenn diaes evit ur skrivagner eo. Evel goulenn peseurt bugel a zo ho hini karetañ. Karout a ran anezho holl evit meur a abeg disheñvel.

Tudennoù karetañ e-barzh e levrioù : Diaes da respont ivez ! Marteze 'vefe Grover pe Tyson (Percy Jackson) peogwir em eus kalz a blijadur da gomz outo.

Oberennoù embannet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Olympian Demigod Series[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Series One: Percy Jackson and the Olympians[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Series Two: The Heroes of Olympus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The 39 Clues Series[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tres Navarre Series[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Big Red Tequila – May 1997
  • Widower's Two-Step – June 1998
  • The Last King of Texas – January 2000
  • The Devil Went Down to Austin – June 2001
  • Southtown – April 2004
  • Mission Road – June 2005
  • Rebel Island – August 2007

The Kane Chronicles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Trials of Apollo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Hidden Oracle (2016)
  • The Dark Prophecy (2017)
  • The Burning Maze (2018)
  • The Tyrant's Tomb (da vezañ embannet e 2019)

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar e benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Art at Our Doorstep: San Antonio Writers and Artists featuring Rick Riordan. Edited by Nan Cuba and Riley Robinson (Trinity University Press, 2008).

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]