Rhinomyias
Neuz
Rhinomyias a oa ur genad kozh e rummatadur an evned, termenet e 1879 gant al loenoniour saoz Richard Bowdler Sharpe (1847-1909).
Araokadennoù bras ar filogeniezh a zo pennkaoz ma n'eus ken eus ar genad Rhinomyias hiziv an deiz : rannet eo bet ar spesadoù anezhañ e genadoù all eus kerentiad ar Muscicapidae : Cyornis, Eumyias ha Vauriella.