Mont d’an endalc’had

Rhinogradentia

Eus Wikipedia

 

Rhinogradentia

Ar fotomontaj sañset bezañ ul luc'hskeudenn “tennet gant Harald Stümpke a raok diskar an enezeg."
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rhinogradentia
Anv skiantel
Rhinogradentia
Steiner, 1967
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.



An urzhiad Rhinogradentia, anvet Frikerzher pe Fronier, zo un takson ijinet gant Gerolf Steiner, naturour alaman ha kelenner war al loenoniezh e skol-veur Karlsruhe, en e levr faos Anatomy and Biology of the Rhinogrades (embannet dindan an anv-pluenn "Harald Stumpke" gant Gustav Fischer e 1961). Rakskrid e embannadur gallek zo bet skrivet gant al loenoniour Pierre-Paul Grassé.

Kinnig a ra al levr-mañ holl arouezioù ul labour skiantel strizh, o toujañ da reolennoù ar sistematik hag ar fontoù (faltazi o-unan) hag o reiñ leun a ditouroù diwar-benn annez ha kustumoù sañset ar rinograded.