Rex Nebular and the Cosmic Gender Bender

Eus Wikipedia
Rex Nebular and the Cosmic Gender Bender
Diorroer MicroProse
Kentañ stumm Du 1992
Stumm diwezhañ 2015
Endro Lies-savenn

Windows
Mac OS

Yezhoù Saozneg
Doare C'hoari video avantur

Rex Nebular and the Cosmic Gender Bender (brezhoneg: Rex Nebular hag ar c'hemmer reizh) zo ur c'hoari video avantur doare point-and-click sevenet hag embannet gant MicroProse e miz Du 1992. Ar c'hoari video a oa bet ar c'hentañ hini doare romant avantur savet gant MicroProse. Sevent e oa bet en ur implij ar c'heflusker savet gant MicroProse oc'h implij grafikoù 256-liv.

Tommo en deus bet adprenet gwirioù ar c'hoari hag a embann anezhañ dre stumm niverennel dre e lec'hienn Retroism abaoe 2015.

Tem ar c'hori a zo ar fent oc'h ober goap kement hag ar macho evit na ra eus ar feministed.

Doare ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hoari a zo rannet e tri live diaester. Seul uheloc'h an diaester seul vuioc'h a mildammoù d'ober ha seul vuioc'h a marvioù a vo evit ar c'hoarier. Ar bountoun kleiz d'al logodenn a servij da choaz dibarzhioù pe evit seveniñ obererezhioù padal ar bountoun dehoù a servij da sellet ouzh munudoù al live. Lod obererezhioù a zo sevenet o-unan evel azezañ war ur gador ur wech pouezet war ar bountoun logodenn kleiz. Evit tremen eus ur sal d'unan all poenter al logodenn a dro d'un ikon 'GO' evit diskouez na pelec'h e c'hell ar c'hoarier beajiñ. Evit tremen eus ul lec'h d'unan all an haroz, Rex, a c'hello implij ivez un dezougen ma vez skrivet ar c'hod-kuzh mat.

Istor ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rex Nebular, ur macho daonet, a zo bet kefridiet gant ar c'horonal Stone evit adkavout ur pod. Stone a bromet da Rex 75,000 galactars en eskemm d'ar pod. Rex a-sav a-du hag a lorc'h gant e lestr-egor war-zu ar blanedenn lec'h ma vefe ar pod prizius.

Erruet war al lerc'h e wel n'eus ket mui eus ar blanedenn met hervez e lestr ez eus eus ul loar nepell. Al loar na vez ket gwelet gant an daoulagad denel.

A-raok ma vefe tu dezhañ klask muioc'h a-zivout al loar, ul lestr-egor brezel a erru a-dreñv d'e hini hag a denn warnañ. Lestr-egor Rex a zo damm zistrujet ha rediet e vez da vont war-zu al loar. Kouezhañ a ra e lestr-egor war ur blanedenn iskis, anneziet gant maouezed nemetken. Klask a raio neuze ar pod hag un doare da skampañ kuit eus al loar ha distreiñ d'ar gêr.

Tudennoù ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rex Nebular: A soñj dezhañ bezañ prof Doue evit ar merc'hed. Blenier ha kabiten al lestr-egor, the Slippery Pig (ar pemoc'h riklus).
  • Koronal Stone: N'eo ket displeget biken perak ez eo dedennet gant ar pod, met Rex n'eo ket dedennet tamm ebet gant ar perak. Prest eo ar c'horonal da reiñ 75,000 galactar a-enep ar pod.
  • Bud: Un alien tev ha bras. E lestr-egor a zo aet d'an traoñ war ar blanedenn ha bremañ ez eo dalc'het prizoniad gant ar vaouezed a annez eno.
  • Herman Spiltmelk: Ar paotr nemetañ a zo bev c'hoazh war ar blanedenn.
  • Major Karg: Kabiten ul lestr-egor milourel ramzel tro-dro ar blanedenn.
  • Rox: Doare Rex troet da maouez. Rex a-dro da Rox ur wech bet er mekanik Gender Bender hag evit ul lajad amzer verr a vez ur vaouez.
  • Dr. Slache: Ur vedisinerezh drouk a gemer plijadur da jahinañ Rex ur wech prizoniet war ar blanedenn.