Revolting Rhymes
Neuz
Revolting Rhymes, "Gwerzennoù argarzhus", zo ul levrad barzhonegoù saoznek gant Roald Dahl e 1982, skeudennet gant Quentin Blake, hag awenet gant marvailhoù brudet evit ar vugale, nemet kontet en un doare fentus ha dezho un dibenn disheñvel-bras.
C'hwec'h barzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h barzhoneg zo el levr, savet diwar gontadennoù kozh klasel.
- E Cinderella[1] (Luduennig) e krog ar priñs da zibennañ div hanterc'hoar an harozez, ma kav gwell dimeziñ d'un den dereatoc'h, a zo aozer kaotigell.
- E Jack and the Beanstalk, e tiviz Jack en em walc'hiñ bemdez, pa veze c'hwezh fall gantañ a-raok.
- E Snow White and the Seven Dwarfs ez a Gwenn Erc'h da aozañ boued da seizh reder war varc'h a c'hoari arc'hant er redadegoù hag a goll bep tro, ma rank-hi o sikour da vout pinvidik. Kentel : "Gambling is not a sin / Providing that you always win",
C'hoari arc'hant n'eo ket pec'hed / Keit ha ma ne vez ket kollet
. - Goldilocks And The Three Bears
- Little Red Riding Hood
- The Three Little Pigs[2]
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un anv troet brav zo d'an droidigezh italianek : Versi perversi.
- Un conte peut en cacher un autre eo e galleg, embannet gant Gallimard Jeunesse, e 2014 (ISBN 978-2-07-065958-6).
Dastumad all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un dastumad all a skrivas Dahl goude, Rhyme Stew, embannet e 1989, awenet gant rimadelloù.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Roald Dahl, Revolting Rhymes, Puffin Books, 2009, ISBN 978-0-14-241482-8.