Mont d’an endalc’had

Requin Chagrin

Eus Wikipedia

Requin Chagrin zo ur strollad sonerezh gall ha gallek, krouet ha buhezet gant an arzourez Marion Brunetto (bet ganet e 1991).

Homañ a oa grafourez diouzh he micher, e Pariz. Un dudi ne oa ken ar sonerezh - ha taboulin a sone gant ur strollad rock-garage. Pa ouie soniñ gitar, gitar boud ha piano ivez eo krog da sevel tonioù hec'h-unan penn. Unan anezho, Adélaïde, a voe embannet war ur bladenn gant la Souterraine, ur gevredigezh a oa he fal diskoachañ arzourien underground gall. Neuze eo e rankas envel he raktres arzel - ha Requin Chagrin a voe choazet ganti war ar prim. Brud a zegasas ar ganaouenn da Vrunetto, peadra da c'hallout embann he fladenn gentañ - Requin Chagrin hec'h anv, embannet e miz Gwengolo 2015, warni tonioù melkonius doare surf, shoe-gaze, dream pop ha garage. Tri soner a zibabas evit he soniñ war al leurennoù: Grégoire Cagnat, Yohann Dedy ha Romain Mercier-Balaz.

Nikola Sirkis, kaner Indochine, a voe plijet-bras gant ar bladenn gentañ-se, ken ma tivizas produiñ an eil gant e label KMS - Sémaphore, aet er-maez e miz Genver 2019. Gant aodoù Ramatuelle, e-lec'h m'he deus kresket ar sonerez, eo awenet anv ar bladenn. Ar mor hag an dour a gaver roud anezho e meur a ganaouenn. Ar bladenn zo dek kanaouenn warni, dezho tonioù melkonius doare dream-pop, reverb, ha new wave. Teir c'hanaouenn a voe tennet anezhi, da vrudañ an albom, ha videoioù savet diwarno: Mauvais Présage, Sémaphore ha Rivières.

Bye bye Baby eo trede pladenn ar strollad, embannet e miz Ebrel 2021, ha Déjà vu ar c'hentañ single skignet diwarni. Aet muioc'h-mui Marion Brunetto war-du tonioù dream-pop. Ur wech ouzhpenn eo bet savet an holl ganaouennoù ganti hec'h-unan - tonioù, pozioù, hag all. An douar hag ar stered zo bet danvez an testennoù ar wech-mañ.

  • Requin Chagrin (la Souterraine, 2015)
  • Sémaphore (KMS Disques, 2019)
  • Bye Bye Baby (KMS Disques, 2021)