Republik Soviedel ar Mor Du-ha-Kuban

Eus Wikipedia

Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Soviedel ar Mor Du-ha-Kuban (ruseg: Куба́но-Черномо́рская Сове́тская Респу́блика) bet savet evel ur rann eus RSKS Rusia d'an 30 a viz Mae 1918 pa oa bet enteuzet Republik Soviedel ar Mor Du ha Republik Soviedel Kuban.

Mont a reas da get pa oa bet enteuzet e Republik Norzh Kaokaz, bet krouet d'ar 6 a viz Mezheven 1918 .

Yekaterinodar (bremañ anvet Krasnodar) e oa kêrbenn ar Republik.