Rener (yezhadur)
Hervez dielfennerezh ar yezhoniezh ez eo rener ur frazenn kevatal da arguzenn ar verb o tennañ, peurliesañ, da orin an ober deskrivet gant ar verb-se. Er yezhoù a implijont an tu-gouzañv eo luzietoc'h un tamm peseurt elfenn ar frazenn a dalvez da rener honnezh rak ar rener a c'hell bezañ ivez pal ar verb ha n'eo ket orin ar verb evel boaz.
Peurliesañ ez eo ar rener an elfenn er frazenn gant an nebeuutañ a verkoù morfologel evit diskwel an troad rak nominativel e vez er yezhoù n'int ket ergativel.
Ouzhpenn-se e vez techet ar yezhoù da lakaat ar rener da gentañ p'en deus ur verr meur a arguzenn (d.s. ur renadenn eeun). Yezhoù zo a laka ar rener goude renadenn ar verb, met ral-tre eo seurt yezhoù.
P'emañ gwir evit meur a yezh en devez dre ret pep verb ur rener, ar brezhoneg avat a c'hell ober heptañ a-wechoù en ur ober gant verboù dibersonel. Keñveriañ:
- Yezhoù a implij ur rener dre ret:
- It is raining (Ne ra dave ar raganv it da anv-kadarn ebet)
- Il pleut (Ne ra dave ar raganv il da anv-kadarn ebet)
- Mae hi’n bwrw glaw (Ne ra dave ar raganv hi da anv-kadarn ebet)
Ne denn ar raganvioù implijet amañ da rener fetis ebet: graet e vez brizhraganvioù (saoz. dummy pronoun).
- Yezhoù a c'hell over gant verboù dibersonel:
- Chove
- Glav a ra
Ret eo ober an diforc'h avat etre ar yezhoù a c'hell ober gant verboù dibersonel diouzh un tu hag ar re a c'hell implijout raganvioù pe get hag e vez graet yezhoù amraganvelek oute e saozneg, da lâret eo e c'hellont leuskat ar raganvioù da gouezhañ, evel e galizeg, da skouer :
- Non como « Ne debran ket »
- Eu non como « Me na zebr ket »