Verb dic'hour
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb dic'hour (Y.B.B.) pe verb ambersonel (saoz. impersonal verb) evit komz eus ur verb hep rener/graer gwirion ebet rak ne denn ket d'un ober, d'un darvoud pe d'ur stad kaset da-benn gant un den pe gant un dra resis, da skouer:
- "Glav a ra"
- "Noziñ a ra"
Renerezh yezhadurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Implij brizhrenadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E yezhoù 'zo, en o zouez ar yezh c'hermanek (d.s. ar saozneg, an alamaneg...), yezhoù romanek evel ar galleg hag ivez yezhoù keltiek 'zo, d.s. ar c'hembraeg, e ranker implijout ur brizhraganv gant verboù dic'hour, da skouer:
- Kembraeg: Oedd hi'n bwrw erc'h ddoe (raganv "hi": benel)
- Saozneg: It snowed yesterday. (raganv "it": nepreizh)
- Alamaneg: Es schneite gestern. (raganv "es": nepreizh)
- Galleg: Il a neigé hier. (raganv "il": gourel))
- brezhoneg: Noz eo anezhi.
Amrenererezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E yezhoù all avat, yezhoù amraganvel anezhe dre ret, en o zouez meur a yezh romanek (d.s. ar portugaleg, ar spagnoleg, an okitanek, an italianeg...) hag an holl yezhoù slavek hag ivez e brezhoneg, ne vez implijet raganv rener ebet ha displeget e evz ar verb en trede gour unander, da skouer:
- Brezhoneg: Erc'h a reas dec'h
- Spagnoleg: Nevó ayer
- Portugaleg: Nevou ontem
- Kroateg Sniježilo je jučer
Doareoù verboù dic'hour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alies e tenn ar verboù dic'hour d'an amzer a ra pe d'an amzer a red, da skouer:
- "Erc'h a ra"
- "Skorniñ a ra"
- "Abardaeziñ a ra"
Tennañ a c'hell ivez ar verboù dic'hoù d'ar bezañs, da skouer:
- Brezhoneg: "Levrioù ez eus"/"Kalz a dud a oa eno"
- Saozneg: "There are (some) books." / "There were lots of people there"
- Portugaleg: Há livros. / "Havia lá muita gente"
Verboù dic'hour kv. verboù diglok[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Disheñvel eo ar verboù dic'hour diouzh ar verboù diglok rak tennañ a ra ar verboù dic'hour da implij ar gour yezhadurel nemetken keit ha ma tenn ar verboù diglok d'an displegadur dre vras, da lâret eo d'an amzerioù, d'an arvezioù ha/pe d'ar gourioù.