Renaud Séchan
- Evit implijoù all, gwelet Renaud.
Renaud Séchan, anavezetoc'h evel Renaud, ganet d'an 11 a viz Mae 1952 e Pariz, zo ur c'haner gall, bet un tamm aktour. 26 fladenn en deus graet, kanet e galleg hag e luc'haj gantañ. Lakaat a ra en e ganaouennoù fent, from ha e savboentoù war ar gevredigezh evit difenn gwirioù mab-den, an ekologiezh pe c'hoazh an enebarmeerezh.
Albomoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boucan d'enfer (2002) eo e albom muiañ gwerzhet gant 2 130 000 pladenn werzhet e Frañs, ha war-lerc'h emañ Morgane de toi (1983) gant 1 480 000 skouerenn gwerzhet ha Mistral gagnant (1985) gant 1 315 000 skouerenn gwerzhet.
E bladenn Molly Malone – Balade irlandaise (2009) zo bet gwerzhet 200 000 skouerenn anezhi.
Aktour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoariet en deus en un dek film bennak. E roll brudetañ eo Etienne Lantier e Germinal sevenet gant Claude Berry.