Renée Vivien
Renée Vivien a oa anv-pluenn Pauline Mary Tarn (1877 -1909) lesanvet « Sapho 1900 », barzhez saoz c'hallek. Savet he deus sonedennoù, gwerzennoù deksilabennek, komz-plaen barzhoniel. Berr he voe he buhez pa varvas da 32 vloaz.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pauline Mary Tarn a oa merc'h da John Tarn, ur Saoz pinvidik, ha d'ur Stadunanadez. He zad a varvas en 1886, hag a laoskas ur bern arc'hant ganti. E-pad he bloavezhioù-skol, tremenet e Pariz da gentañ hag e Londrez goude, e voe remerket he darempred gant Violet (pe Violette) Shillito (marvet en 1901), hag e kenskrivas gant Amédée Moullé en 1893, pa oa-hi c'hwezek vloaz hag eñ hanter-kant.
E 1899 e tistroas da chom da Bariz ma veve en ur ranndi a stroñs er rez-or, en niverenn 23, Avenue Foch, hag a zigore war ul liorzh japanat.
Beajiñ kalz a reas, da Japan, Mytilènos hag Istanbul dreist-holl.
E-touez he serc'hed e oa Natalie Barney
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Études et préludes (1901), dastumad barzhonegoù ;
- Cendres et poussières (1902), dastumad barzhonegoù ;
- Brumes de Fjords, (1902), komz-plaen barzhoniel, hervez ar skridvarnerien e oa « barzhez veur ar bloavezh »
- Évocations, dastumad barzhonegoù (1903) ;
- Sapho, dastumad barzhonegoù troet diwar Sappho (1903) ;
- Du vert au violet, sinet Renée Vivien evit ar wech kentañ ;
- Une femme m’apparut (1904), romant emvuhezel ;
- La Dame à la louve (1904), danevelloù, adembannet gant Gallimard en 2007 ;
- Les Kitharèdes (1904), troidigezhioù modern diwar eizh barzhez hellazat ;
- La Vénus des aveugles (1904), dastumad barzhonegoù ;
- Une femme m’apparut (1905), eil stumm eus he romant emvuhezel ;
- À l’heure des mains jointes (1906), dastumad barzhonegoù ;
- Flambeaux éteints (1907), dastumad barzhonegoù ;
- Chansons pour mon ombre (1907), antologiezh barzhonegoù Pauline M. Tarn ;
- Plusieurs proses ironiques et satiriques (1907) ;
- L’Album de Sylvestre (1908), volume d’aphorismes ;
- Sillages (1908), recueil de poèmes et de prose poétique ;
- Anne Boleyn (1909), buhez ar rouanez ;
- Anthologie de ses poèmes en prose après remaniement (1909) ;
- Œuvres intimes inédites : Le papillon de l'âme, publication posthume en 2011.
- Dans un coin de violettes dastumad barzhonegoù war-lerc'h he marv ;
- Le Vent des vaisseaux dastumad barzhonegoù war-lerc'h he marv ;
- Haillons dastumad barzhonegoù war-lerc'h he marv .
Skrivet he deus ivez evel Paule Riversdale ha kensinet oberennoù gant Hélène de Zuylen de Nyevelt de Haar.
Barzhonegoù Renée Vivien zo bet adembannet tostik en o hed gant ErosOnyx en 4 levrenn :
- Études et Préludes, Cendres et Poussières, Sapho (2007)
- Les Kitharèdes avec le texte grec (2008), avant-propos de Marie-Jo Bonnet
- Sapho avec le texte grec (2009), avant-propos de Yvan Quintin
- Poèmes : 1901-1910 (2009), avant-propos de Nicole G. Albert
Adembannadurioù all :
- Œuvres poétiques, 1901-1903, 2007, gant Paléo (Études et préludes, Cendres et poussières)
- Du vert au violet, 2009 ; Brumes de Fjords, 2010 ; Chansons pour mon ombre, 2010, gant al Livre unique, kinniget gant Victor Flori ;