Regina Daxenberger

Eus Wikipedia
Poltred an Dimezell Regina Daxenberger, gant Joseph Karl Stieler .

Regina Daxenberger (2 a viz Genver 1811 - 16 a viz Du 1872), a oa ur goantenn alaman e Rouantelezh Bavaria en XIXvet kantved. Ar roue Ludwig Iañ Bavaria a roas urzh da Joseph Karl Stieler, livour al lez, d'he foltrediñ e 1829, ha war ziskouez emañ an oberenn e Poltredaoueg ar gened.

En 1832 e timezas da Heinrich Fahrmbacher, sekretour-kabined (“ Kabinettssekretär”) e gouarnamant Bavaria. Pemp bugel o doe.