Mont d’an endalc’had

Refleks (poltrejer)

Eus Wikipedia
poltreder Pentax K10D gant ur ferenneg 50-200mm

Ur poltreder refleks unferenneg a zo un doare poltreder, dezhañ ur ferenneg hepken a servij da vukañ ha da bakañ ar skeudenn. Disheñvel eo diouzh ar binviji nann-refleks, e lec'h ma vuker gant ur bizer diavaez, ha diouzh ar refleks div-ferenneg, e lec'h ma servij ur ferenneg da vukañ, hag eben da bakañ ar skeudenn. Er yezh pemdez e implijer ar ger refleks evit un poltreder unferenneg d'ar stumm 24x36 (stumm kozh ar pelikulennoù), enebet ouzh ar poltreder stumm. Bep an amzer e kaver an anv SLR (Single Lense Reflex) evit komz eus ar refleks unferenneg.

Berzh o deus graet seurt poltrederioù abalamour d'o resisder (gant ferennegoù hir), hag ivez dre ma oa aes da implij (daoust dezho bezañ bras a-walc'h).



Troc'h a-gostez ur refleks

Pa vuker e teu ar gouloù er benveg dre ar ferenneg (1) hag e kej ouzh ar melezour (2). Hemañ a adkas ar gouloù etrezek ar werenn vukañ (5). Peurliesañ ez a an adkas etrezek an nec'h hag a-dreñv ar werenn vukañ e adkaver ur ferenn-zifazier (6) hag ur c'hengereg toennheñvel (7) (anvet pentakengereg) pe ur pentamelezour hag a adlak ar skeudenn eus an tu mat evit ma vefe gwelet ar skeudenn evel er wirionez er bizer (8) gant lagad an hini a gemer ar poltred.

Ret eo taoler evezh memestra rak simplaet eo ar brastres. E gwirionez ez eo distaolet teir gwech ar gouloù er c'hengereg toennheñvel, adsavidigezh ar skeudenn war an tu mat o vezañ tapet tra ma vezo un niver par a zistaoladennoù gouloù (unan war ar melezour ha teir 'barzh ar c'hengereg).

Pa baker ar skeudenn e sav ar melezour just a-raok digoradur ar stanker (3). mont a ra neuze ar gouloù da skeiñ ouzh ur gorread kizidik ouzh ar goulou (4) (film pe paker niverel).

Saverien refleks

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nikon D50 eus 2005 (a-gleiz) ha Nikon F eus 1959