Rauf Denktaş

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Rauf Denktaş

Rauf Denktaş (Pafos, 27 a viz Genver 1924 - Nikozia, 13 a viz Genver 2012) a oa un alvokad hag ur politiker turk eus Kiprenez hag a voe prezidant kentañ Republik Turk Kiprenez an Norzh betek 2005.

Kregiñ a reas d'ober politikerezh en e yaouankiz, pa oa Kiprenez e dalc'h Breizh-Veur c'hoazh. E 1973 e voe dilennet da vesprezidant Republik Kiprenez. E 1974 ha 1975, goude aloubadeg hanternoz Kiprenez gant arme Turkia, e voe prezidant ar velestradurezh emren turk. Etre 1975 ha 1983 e voe prezidant ar stad kevreet turk hag adalek 1983 e voe prezidant ar stad nevez-embannet, Republik Turk Kiprenez an Norzh (e turkeg : Kuzey Kıbrıs Türk Cumhuriyeti, KKTC).