Ramiro Arrue

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ramiro Arrue y Valle, pe Ramiro Arrue hepmui (1892-1971), a oa un arzour ha livour euskarat. Ganet e oa e 1892 en Bilbo, ha marvet e Donibane Lohizune e 1971.

E dri breur koshoc'h, Alberto, Ricardo, ha José, a oa arzourien ivez hag alies o deus bet graet diskouezadegoù a-gevret. Div c'hoar en doa ivez. O zad, Lucas Arrue, a oa dastumer arzoberennoù, ha gwerzhañ a reas e zastumadegoù (enne un daolenn diwar zorn Goya) evit paeañ deskadurezh arzel e vibien. Da naontek vloaz ez eas Ramiro da gêr Pariz da vezañ kelennet d'an Académie de la Grande Chaumière. E Montparnasse edo o chom hag eno e reas anaoudegezh gant kenvroidi evel Ignacio Zuloaga ha Francisco Durrio de Madrón, hag ivez ar c'hizeller gall Antoine Bourdelle, a oa kamarad bras dezhañ. Tud all a anavezas ivez evel Picasso, Modigliani, ha Jean Cocteau. E 1911 e voe diskouezet oberennoù Arrue er Salon des Artistes français.

En 1922, gant e vignoned Philippe Veyrin hag ar c'homandant Boissel, e tiazezas ar Mirdi bask e Baiona.