Mont d’an endalc’had

Ramadan

Eus Wikipedia
Ramadan
miz an deiziataer
Iskevrennad eusyun Kemmañ
Rann eusDeiziadur muzulmat Kemmañ
SevenadurIslam Kemmañ
Heuliet gantEid al-Fitr Kemmañ
Day in year for periodic occurrenceRamadan Kemmañ

Ramadan (arabeg : رمضان Ramadhan, distaget ivez Ramzan e meur a lec'h) eo anv navet miz ar bloavezh en deiziadur muzulman (Hijri), savet er bloaz 638.

Evit ar Vuzulmaned ez eo ar miz sakrañ a zo er bloaz. E-pad an navet miz eo e vije bet diskuliet ar C’horan d’ar profed Mohammed.

E koun an dra-se e vez yunet gant ar Vuzulmaned e-pad ar Ramadan. E-pad miz eta e rankont chom hep debriñ nag evañ ha hep kaout darempredoù rev etre sav-heol ha kuzh-heol. Unan eus pemp gourc’hemenn diazez an Islam eo yun (صَوْم saoumi) ar Ramadan. Hag un dra ret eo yunañ e-pad ar miz-se evit an holl Vuzulmaned, nemet ne c’hallfent ket evit abegoù yec'hed.