Raktresoù-lezenn
E Frañs e vez graet raktresoù-lezenn eus an danvez-lezennoù kinniget gant ar gouarnamant. Graet e vez kinnigoù lezenn eus an danvez-lezennoù kinniget gant izili ar Parlamant.
Argerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E diabarzh ur Ministrerezh eo savet ar raktresoù-lezenn.
Da c'houde e vezont kaset d'ar C'huzul-Stad a ro un ali.
Evit echuiñ ganti e vezont kinniget da Guzul ar Vinistred a dap an diviz kas anezho pelloc'h.
Ar Ministr e-karg a laka an destenn war burev unan eus an div vodadeg a ya d'ober ar Parlamant : ar Vodadenn Vroadel pe ar Sened.
Da lezenn ez a ma vez votet gant ar Parlamant.
Tost 90% eus al lezennoù a zo raktresoù-lezenn.
Dindan mellad 35 ar Vonreizh eo termenet strizh tachennoù ar raktresoù-lezenn. E-maez an tachennoù-mañ emañ ar reoladurioù a vez graet eus an divizoù bet tapet.