Raktres Darién
Neuz
Ar raktres Darién (Darien Scheme e saozneg ) a oa unan eus ar raktresoù trevadennel aozet gant rouantelezh Bro-Skos e Kreizamerika, war strizh-douar Panamá, anvet Caledonia neuze, lakaet e pleustr etre 1698 ha 1700. Tro wenn a reas Skosiz : tost razh an 2 500 Skosad staliet war ar strizh-douar a varvas ha ken koustus e voe bet evit o bro ma rankas hounnezh plegañ d'ar c'hinnig saoz da stagañ o div vro en 1707 en eskemm ouzh diverkadur an dle skosat ha krouidigezh ar Royal Bank of Scotland.