Ragtime

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar ragtime a zo ur seurt sonerezh bet ganet er Stadoù-Unanet Amerika, ha brudet-kenañ e touez afro-amerikaned adalek 1890 betek kreiz ar bloavezhoù 20.
C'hoariet e veze ragtime gant ar piano dreist-holl, hag a wechoù gant ar banjo pe ar gitar. Ragtime a oa o tont war un tu eus dansoù ar sklaved du, ha war un tu all eus seniñ ar piano en un doare europeat (mazurkas Chopin da skouer).
Scott Joplin (1867-1917) a oa ur pianoour ha sonaozour pezhoù ragtime eus ar re vrudetãn. Anavezet mat eo c'hoazh e oberenn The entertainer a oa bet implijet e-barzh ar film L'Arnaque (1973).
Unan eus tadoù da jazz e oa ar ragtime.