Radio Free Europe
| Rann eus | propaganda in the United States |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1949 |
| Arvez | foreign relations of the United States |
| Diellaouet gant | Blinken Open Society Archives |
| Oberennoù zo en dastumad | Polish Section of the Radio Free Europe |
| Diazezer | Gouarnamant Kevreadel Stadoù-Unanet Amerika |
| Pennrener | Jamie Fly |
| Bro | Stadoù-Unanet, Republik Tchek |
| Ideologiezh politikel | enep-komunouriezh |
| Perc'hennet gant | U.S. Agency for Global Media |
| Sez sokial | Praha |
| Erlec'hiañ a ra | Radio Free Europe, Radio Liberty |
| Lec'h embann | Praha |
| Yezh implijet | saozneg |
| Darvoud-alc'hwez | Russian foreign agent law |
| Prizioù resevet | Four Freedoms Award – Freedom of Speech |
| Present in work | Roxanne |
| Oberataer | RFE/RL, Inc., odštěpný závod |
| Lec'hienn ofisiel | https://rferl.org |
| Work available at URL | http://www.svoboda.org/schedule.html |
| URL gwazh | https://www.svaboda.org/rssfeeds |

Radio Free Europe/Radio Liberty berraet e RFE pe RL zo ur skingomz stadunanat a gas keleier ha dielfennadurioù diwar-benn kreiz ha reter Europa, kreiz Azia hag ar Reter Nesañ "where the free flow of information is either banned by government authorities or not fully developed" (brezhoneg: "Lec'h ma vez difennet ar gwir da embann e soñjoù gant ar gouanrmantoù pe ma vez krennet"). Arc'hantaouet eo an aozadur gant gouarnamant SUA.
E-pad ar Brezel Yen, Radio Free Europe (RFE) a veze skignet war-zu ar broioù suj d'ar galloud soviedel ha Radio Liberty (RL) war-zu an URSS end-eeun. RFE a oa bet krouet evel un ostilh propaganda enep-komunour er bloavezh 1949 gant an National Committee for a Free Europe. RL a oa bet krouet daou vloaz war-lerc'h ; an daou aozadur a voe kendeuzet e 1976. Ar gouarnamantoù komunour a glaske alies kas spierien komunour evit mont e-barzh pennlec'h an RFE. Alies e veze troc'het ar skinoù radio en URSS dre obererezhioù lies spierien ar KGB. RFE/RL a oa arc'hantouet evit ul lod gant ar CIA (Central Intelligence Agency) betek 1972.

