Raden Saleh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emboltred (Tropenmuseum, Amsterdam)

Raden Saleh Sjarif Boestaman (1811 – 23 a viz Ebrel 1880) a oa ul livour romantel eus Indonezia. Sellet a reer outañ evel ar c'hentañ livour "modern" en Indonezia (a oa Indez Nederlandat ar Reter d'ar c'houlz-se). Livet en deus taolennoù e-giz romantouriezh europat an XIXvet kantved, met gwelet a reer ar roud eus e sevenadur hag e ijin en e oberennoù.

Ganet e voe war ar maez en enez Jawa. Da zek vloaz e voe kaset da v-Batavia (a zo Jakarta hiziv), evit ma'z afe d'ar skol kentañ derez nederlandat. Deskiñ a reas livañ gant al livour belgiat Antoine Payen ha kaset e voe d'an Izelvroioù e 1829. Eno e studias an nederlandeg hag al livañ. Studiañ a reas gant livourien anavezet evel Cornelis Kruseman hag Andreas Schelfhout. Kregiñ a reas da vezañ anavezet ha diskouez a reas e daolennoù e Den Haag hag Amsterdam.

Beajiñ a reas e broioù all, evel Aostria hag Italia, a-raok distreiñ da Indez ar Reter e 1851, gant e wreg, un Izelvroadez pinvidik. E Batavia e voe anvet e penn ur mirdi arz. Kenderc'hel a reas da livañ, dispartiañ diouzh e wreg kentañ ha dimeziñ gant un eil gwreg, ur vaouez nobl eus ar vro.

Mont a reas da Europa en-dro, ganti, ha beajiñ dre an Izelvroioù, Bro-C'hall, Alamagn, Italia. Mervel a reas en e vro, e Bogor, d'an 23 a viz Ebrel 1880.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un daolenn gantañ, anvet "Chaseadeg an tarv gouez" a oa bet kavet en un ti en Alre e miz Eost 2017[1]. Gwerzhet eo bet diouzh ar c'hresk e Gwened : pa oa bet istimet he zalvoudegezh e 150 000 euro gant prizacher Gwened, e voe gwerzhet e 7,2 milion a euroioù[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]