Mont d’an endalc’had

Rabih az-Zubayr

Eus Wikipedia
Penn Rabih az-Zubayr a voe diskouezet evel trofe e 1900.

Rabih az-Zubayr, pe Rabih az-Zubayr ibn Fadl Allah, pe Rabih Fadlallah, pe Rabaha (arabeg : رابح فضل الله ,رابح الزبير ابن فضل الله), ganet war-dro 1842 ha marvet e 1900, a oa ur sultan afrikan, morianetaer, a voe lazhet gant an arme c'hall e dibenn an XIXvet kantved, p'edo ar C'hallaoued oc'h aloubiñ Tchad .

Letanant az-Zubayr (1870-1879)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Halfaya al-Muluk (e-tal Khartoum) war-dro 1842 en un tiegezh Hamaj, arab-soudanat. Servij a reas ur pennad er rejimantoù marc'hegerien egiptat da vare brezel Etiopia, ha gloazet e voe. Disoudardet e voe er bloavezhioù 1860, ha dont a reas da vout letanant ar morianetaer az-Zubayr Rahma Mansur. Brudet e oa e grizded rak bazhata a rae ar sklaved na felle ket dezho plegañ.

E-kerzh an XIXvet kantved e oa deuet kêr C'hartoum da vout ur marc'hallac'h bras a sklaved, aozet gant kompagnunezhioù « Khartumi » hag o devoa savet e Bahr el-Ghazal zaribaoù, pe kreñvlec'hioù morianetaerien difennet gant soudarded-sklaved, ar bazingir.

Az-Zubayr Rahma Mansur a oa ur penn-brezel ha morianetaer war un dro, a zeuas da vout mestr ar zaribaoù-se hag a voe anvet en 1872 da bacha, gouarnour Bahr el-Ghazal, evit Ismaïl Pachal, khediv Egipt. Rabah, a oa kar dezhañ marteze, a oa ul letanant gantañ. E 1874 e voe aloubet sultanelezh Darfour gant az-Zubayr. En 1876 ez eas da Gairo da c'houlenn digant ar c'hidiw bezañ anvet da c'houarnour er vro aloubet gantañ, ha dalc'het e voe da brizoniad.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gaston Dujarric: La vie du sultan Rabah. Paris 1902
  • Von Oppenheim: Rabeh und das Tsadseegebiet. Berlin 1902
  • A. Babikir: L'Empire du Rabih. Paris 1954
  • Encyclopædia Britannica: Rabih az-Zubayr. 2000
  • Émile Gentil: La chute de l'empire de Rabah. Hachette, Paris 1971

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]