Mont d’an endalc’had

RFB X-114

Eus Wikipedia
An RFB X-114 o nijal.

An RFB X-114 a oa ur skramm-nijerez, savet evit nijal dresik a-us an dour met en ur gellout nijal uheloc'h ma oa ezhomm. An tu a oa da gaout etre 5 ha 6 treizhad pe dafar da zezougen. Ur skramm-nijerez evezhiañ e oa da gentañ holl. Unan a oa bet amprouet gant nerzhioù lu Alamagn ar C'hornôg e fin ar bloavezhioù 1970, met ne voe ket roet urzh da sevel hini ebet a-benn ar fin.

An RFB X-114 Aerofoil Craft a oa un taol-arnod evit kaout ur skramm-nijerez a c'helle nijal dres a-us an dour met ivez uheloc'h hag a-us an douar ma oa ezhomm. An hini diwezhañ e oa bet a-ziwar teir nijerez ijinet gant Alexander Lippisch er bloavezhioù 1960 ha 1970. An hini re wan a-fed ar motor, gant div azezenn anvet Collins X-112, goude-se an RFB X-113, savet gwelloc'h met gant motorioù re wan adarre, hag evit echuiñ an X-114 kalz brasoc'h gant 5 pe 6 azezenn ha gant motorioù 149 kw.