Río Serrano
Neuz
Ar Río Serrano zo ur stêr berr a-walc'h, 38 km hed dezhi, e Chile, e Proviñs Última Esperanza, e Rannvro Magallanes.
Eieniñ a ra e Lenn an Toro, douret gant meur a stêr, evel ar río de las Chinas, a zo 105 km hed.
A-hed he red e teu meur a stêr d'he c'hreskiñ, evel ar río Grey (20 km), a deus eus al lenn Grey, hag izeloc'h, ar río Tyndall, deuet eus al lenn Tyndall hag ar río Geikie, a deu he dourioù eus lennoù a bep seurt, douret gant teuzidigezh ar skorneg Tyndall.
Mont a ra ar Río Serrano da aberiñ er Ceno Última Esperanza a zibouk er pleg-mor Almirante Montt.