Río Lluta

Eus Wikipedia
Aber ar stêr Lluta
Red ar stêr Lluta

Ar Stêr Lluta (Río Lluta e spagnoleg) zo ur stêr e Chile, er rannvro Arica ha Parinacota, hag a ya da aberiñ er Meurvor Habask, 4 km en hanternoz da gêr Arica. An norshañ stêr eus ar vro eo.

A-wechoù e seller ouzh ar stêr Caracarani evel lodenn uhelañ ar stêr Lluta, a-wechoù all e vez graet kemm etre ar stêr Lluta hag ar stêr Caracarani, anv ar stêr uheloc'h eget he c'hember gant ar stêr Azufre.

E Perou e weler dourva ar stêr Lluta evel un dourva etrebroadel.

Liamm diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]