Ráth Cruachan
Neuz
Cruachan (iwerzhoneg: Ráth Cruachan) zo un hollad lec'hioù henoniel ha kêr-benn gozh Connacht, nepell diouzh Tuilsce e Kontelezh Ros Comáin.
Cruachan zo unan ag ar C'hwec'h Lec'h Roueel a Iwerzhon. Annezet e oa al lec'h abaoe an neolitik.
Ar savadurioù a voe savet adal an neolitik, dre oadvezh an arem betek oadvezh an houarn, ha deroù ar grennamzer. En o zouez ez eus tumuli ha kreñvlec'hioù. An re anatañ eo tumulus Rathcroghan, mougev Oweynagat, ar Mucklaghs (linennoù treset war an douar), ha Carn Fraoich, ur c'harn ag ar grennamzer.
Lavaret a reer ez eo Crúachan ur monedva davet ar bed arall, meneget evel "dor Iwerzhon davet an ifern", via Oweynagat ("kev ar c'hizhier"), hag enni e veze graet fest Samhain