Mont d’an endalc’had

Qwant

Eus Wikipedia
Logo Qwant e 2022
Niver a implijerien Qwant dre miz (Here 2015 – Ebrel 2019)

Qwant zo un embregerezh gall savet gant un arbennigour war ar surentez anvet Éric Leandri, ar poster arc'hant Jean Manuel Rozan hag an arbennigour war ar c'hefluskerioù enklask Patrick Constant e 2011. Lañset eo bet o lusker enklask anvet Qwant e miz Gouhere 2013. Hervez an embregerezh ne vez ket spiet implijerien ar c'heflusker, ne glask ket implij titouroù enklaskoù an implijer evit kinnig dezhañ lec'hiennoù internet evit chom hep trapañ an implijerien en ur bed internet hervez o flijadurioù.

Ar c'heflusker a gresk buan hervez an niver a implijerien, un 10 milion a enklaskoù a vez graet drezañ bemdez. Un 50 milion a dud a vez bep miz ha dre ar bed oc'h immplij Qwant. Teir lec'hienn liammet gant Qwant a zesach an dud dreist-holl : ar bajenn diazez, ur stumm 'lite' hag ur stumm 'Qwant Junior' ur c'heflusker evit ar vugale hag a guzh an titouroù chalus evite.

An embregerezh a embann e c'hounez arc'hant dre gweladennoù an implijerien o tont eus ar c'heflusker Qwant etrezek al lec'hiennoù evel eBay pa Tripadvisor.

E miz Meurzh 2017, pennadoù kazetenniñ a embanne e oa disoc'hoù ar c'heflusker Qwant reoù tostik-tost eus re ar c'heflusker enklask Bing, er-maez eus Bro-C'hall hag Alamagn. Qwant en deus kadarnaet implij rouedad bruderezh Bing.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]