Q'orianka Kilcher
Aktourez, kanerez ha stourmerez politikel eo Q'orianka Kilcher a orin alaman-stadunanat, ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1990 e Schweigmatt , en Alamagn ar C'hornôg, ( er Schwarzwald ) . Brudet eo dreist-holl evit bezañ c'hoariet roll Pocahontas er film The New World gant Terrence Malick. He anv kentañ a oa Q'orianka a dalvez "erer aour" e yezh, kechuaeg.
An tad zo un arzour a orin perouat kechua ha harakmbet Deus tu he mamm emañ Saskia Kilcher, a orin suis-alaman, neoah ganet e oa houmañ en Alaska ha bet savet e bro Suis, bet oberiant evel stourmerez evit gwirioù mab-den. Tad Saskia, d.l.eo tad-kozh Q'orianka, a oa Ray Genet, ur kraper menezhioù amerikan marvet e 1979 war ar menez Everest. Q'orianka zo kendervez d'ar ganerez Jewel. Komz ra saozneg, un tamm alamaneg hag un tamm algonkin (ar pezh he deus desket e-kerzh filmañ New World).
Gwelet e vez gwech ha gwech all, war facebook gant un dorn savet hag ar skrid "WE ARE STILL HERE".