Pyeongchang

Distrig Pyeongchang (Pyeongchang-gun, 평창군) zo un arondisamant eus proviñs Gangwon, 180 km e reter Seoul. Gant nebeutoc'h evit 30 annezad dre km², n'eo ket poblet gwall stank rak uhel en un takad menezioù emañ. Brudetañ kreizenn sportoù goañv Korea ar Su zo anezhañ. En distrig e kaver ur gêr vihan (eup), Pyeongchang-eup (평창읍) ha seizh kêriadenn (myeon) : Bangnim, Bongpyeong, Daegwallyeong, Daehwa, Jinbu, Mitan ha Yongpyeong. Emañ ar greizenn ski pennañ e Yongpyong, e kêriadenn Daegwallyeong.

Eno e vez kavet kalz temploù boudist, e-touezh anezho ar Woljeongsa. Lugan Pyeongchang, 'Happy700 Pyeongchang', a zo deuet dre keidenn uhelder al lec'h e-tro 700 metrad .
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Lec'hienn ofisiel
- (fr) pyeongchang2018.org, Lec'hienn ofisiel emginnig evit ar c'hoarioù olimpek
- (fr) visitkorea.or.kr, Levr-hent ofisiel an touristerezh
- Catégorie Open Directory