Putto

Eus Wikipedia
Munud, Andrea Mantegna

Putto (putti el liester) eo an anv italianek a reer eus delwenn ur bugelig jodek a vez gwelet ouzh talbennoù tier. Arouez ar garantez int.
Alies e vez ur paotrig pe un aelig ; diaes e vez ober ar c'hemm peurvuiañ etre putti, amourigoù, hag aelez a bep seurt. Kavet e vez ar putti ouzh monumantoù an doare barok sikilian, rak un elfenn anezhañ int.

Dont a ra ar putti eus arz Henc'hres, a zo bet implijet da vare Quattrocento Italia.