Pudask
Neuz
| |||
---|---|---|---|
M. putorius
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||
Genad : | Mustela | ||
Anv skiantel | |||
Mustela putorius Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar pudask (Mustela putorius pe Mustela putorius putorius) zo ur c'higdebrer bihan eus kerentiad ar mustelideged.
Gell-du eo blevenn e gorf (kein ha kostezioù) ha melen e gof. Kelc'hiet du eo e zaoulagad ha gwenn ar peurrest eus e fas. Evel an izili arall eus e gerentiad en deus ur c'horf moan ha pavioù berr. Un tamm brasoc'h eo eget ar gaerell. Ar parezed a bouez 0,7 kg hag ar pared 1,7 kg.
En darn vrasañ eus broioù Europa e vev ar pudasked. Anevaled-noz ez int ha kavet e vezont er c'hoadegoù, pradennoù ha geunioù. O douarennoù a reont e ribl an avonoù pe dindan ur skosenn. Raned ha minoc'hed a zebront dreist-holl met hemolc'hiñ a reont krignerien ha bronneged bihan arall ivez.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fured : ar pudask doñvaet.