Puèi Marí
Neuz
Puèi Marí
| Aradennad menezioù | Cantal (menezioù) |
|---|---|
| Anvet diwar | Mary le confesseur |
| Stad | Frañs |
| E tiriad | Cantal |
| Daveennoù douaroniel | 45°6′33″N 2°40′35″E |
| Statud gladel | Grand site de France |

Ar Puèi Marí (Puy Mary e galleg) a zo ur menez-tan kozh eus Menez Cantal e Bro-Arvern en Okitania. Aspadenn brasañ stratovolkan Europa eo ha tapout a ra 1 738 m uhelder.
Lec'hiadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ e Park natur rannvroel menezioù-tan Arvern hag er beg anezhañ en em gav tachenn peder c'humun: Lo Falgós er c'hornaoueg, Le Claux en norzh, La Vijariá er reter, ha Mandalha e Sant Julian er su.
