Puèi Domat
Neuz
Puèi Domat pe Puèi de Doma (Puy de Dôme e galleg) a zo ur menez en Torosad Kreiz, e Bro-Arvern, en Okitania. Ur menez-tan kozh eo, eus ar seurt anvet "menez-tan gris", manet divev abaoe un 8 000 bloaz 'zo bennak, nepell diouzh kêr Clarmont d'Auvernha. Tapout a ra 1 464 m uhelder. Ul lec'h touristel brudet eo, hag e penn ar menez ez eus ur pikol gwern skignañ. Aspadennoù hendraouriezh a zo ivez e beg ar menez, gant un templ kozh gouestlet d'an doue Merc'her.
Anv gallek ar menez en deus talvezet da envel un departamant: hini ar Puy-de-Dôme.