Proviñs Las Palmas
Neuz
Proviñs Las Palmas
Deiziad krouiñ | 1927 ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | Provincia de Las Palmas ![]() |
Stad | Spagn ![]() |
Kêr-benn | Las Palmas de Gran Canaria ![]() |
E tiriad | Kanariez ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00 ![]() |
Daveennoù douaroniel | 28°20′0″N 14°20′0″W ![]() |
Poent uhelañ | Morro de la Agujereada ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Province of Canary Islands ![]() |
Kod-post | 35 ![]() |

Proviñs Las Palmas zo unan eus an 50 proviñs zo e Spagn, e reter kumuniezh emren Kanariez, an dostañ da aod Afrika. Kêr Las Palmas de Gran Canaria, en enez Gran Canaria, eo kêr-benn ar broviñs.
4066 km² zo dindani, ha 1 129 395 a dud enni e 2022, ha gant-se eo ar broviñs tudetañ eus an div a zo e Kanariez, hag an drizekvet e Spagn.
Inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enni emañ inizi Fuerteventura, Gran Canaria, Lanzarote ha La Graciosa, hag enezennoùigoù didud Lobos, Alegranza, Montaña Clara, Roque del Este ha Roque del Oeste.