Prosauropoda
Neuz
Ar prosauropoda zo ur dreistkerentiad dinosaored, a vod kerentiadoù kentidik eus urzhiad ar sauropodomorphe :
- Kerentiad an Anchisaurida : dinosaored daoudroadek pe pevarzroadek kentidik (Norzhamerika), dehz war-dro 2,50 m.
- Kerentiad an Thecodontosaurida : dinosaored daoudroadek kentidik (Europa)
- Kerentiad ar Plateosaurida : sellet ouzh plateosaurus
- Kerentiad ar Melanorosaurida : kentañ dinosaored ramz, dezhe betek 12 hirder. Kavet en holl ar c'hevandirioù.
- Kerentiad ar Yunnanosaurida : Ar yunnanosaurus (Sina), a dizhe 7 metr.
Ar Prosauropoda a oa geotdebrer. Bevet o deus etre an Triaseg ha deroù ar Juraseg, ha kemeret e oa o lec'h goude se gant ar Sauropoda, geotdebrerien pevarzroadek ramz.
Hiziv an deiz, karrekaennoù eus Prosauropoda kavet e Madagaskar eo ar c'hoshañ karrekaennoù dinosaored anavezet.