ProDG

Eus Wikipedia

ProDG (Pro Deutschsprachige Gemeinschaft en alamaneg) a zo ur strollad politikel hag a zifenn gwirioù an alamanegerien o chom e Kumuniezh alamanek Belgia, d.l.e. kantonioù Eupen ha Sankt-Vith. Ezel eo eus Emglev Libr Europa. Savet e voe e 2008 diwar ar Partei der Deutschsprachigen Belgier (Strollad Alamanegerien Belgia).

E bal eo anaoudegezh Alamanegerien Belgia evel ur gumuniezh yezhel gant an hevelep gwirioù hag ar c'hallegerien hag an nederlandegerien ha krouidigezh ur pevare rannvro hag a endalc'hfe an daou ganton ma komzer alamaneg. Oliver Paasch eo e brezidant.

Kemer a ra perzh e gouarnamant ar gummuniezh alamanek. Goude dilennadegoù 2014 o devoa 6 sez diwar 25, ha tapet o doa 22,2% eus ar mouezhioù. Oliver Paasch, penn ar strollad, eo ministr-prezidant ar Gumuniezh alamanek abaoe[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]