Mont d’an endalc’had

Priñselezh Piemonte

Eus Wikipedia
Priñselezh Piemonte, c. 1700

Priñselezh Piemonte a oa unan eus Stadoù Savoia.

E 1418 e varvas dibennhêr Ludovico di Savoia-Acaia (1364-1418), anezhañ diwezhañ ezel eus e diegezh Savoia-Acaia.
Pried e oa da Vona di Savoia (1388-1432), c'hoar da Amedeo VIII (1383-1451), kont ha goude dug Savoia, a zegouezhas aotrouniezh Piemonte gantañ neuze.

E 1424 e reas ur briñselezh e Piemonte, hag e anvas e vab henañ Amedeo (1412-1431) da briñs Piemonte.
Chom a reas an titl en implij a-hed istor rouantelezh Sardigna, ha hini rouantelezh Italia.

D'an 2 a viz Mezheven 1946 e voe aozet ar referendom ma tibabas pobl Italia sevel ur republik e-lec'h ur vonarkiezh. Adal neuze e oa echu gant ar briñselezh hag an titl a briñs, ha lakaet e voe Piemonte d'ur rannvro eus Italia.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]