Preizhadeg Liège

Eus Wikipedia
Preizhadeg Liège, taolenn gant Barthélemy Vieillevoye e 1842.

Preizhadeg Liège a voe sevenet e 1468 gant arme Charlez an Her, dug Bourgogn, goude trede emsavadeg priñselezh Liège a-enep dug Bourgogn, ha pan eas c'hwec'h kant emsaviad da arsailhañ an dug, a oa ar roue gall Loeiz XI en e gichen, goude m'en doa roet ton e-kuzh d'an emsavadeg.

Brudet eo ar breizhadeg-se, a deuas goude preizhadeg Dinant, en istor Belgia.