Poto Bosman
Neuz
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Lorisidae | ||
Genad : | Perodicticus | ||
Anv skiantel | |||
Perodicticus potto Müller, 1766 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Poto Bosman (Perodicticus potto) a zo ur bronneg eus ar c'herentiad Lorisidae hag a vev en Afrika, eus Ginea betek Ouganda.
Ar spesad nemetañ eo er genad Perodicticus.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gorf zo etre 30 ha 40 cm hag e lost etre 5 ha 15 cm. War-dro 1 kg eo e bouez. Gris, gell pe rous eo e feur.
En em vagañ a ra diwar frouezh, sev pe loened bihan. Gouest eo da chom difiñv eurvezhioù-pad. Pa vez taget e stou e benn hag e sko e enebour gant begoù melloù e c'houzoug.
200 devezh e pad an dougen hag e c'hell poto Bosman bevañ 25 bloaz.