Poti

Eus Wikipedia
Porzh Poti

Poti zo ur gêr hag ur gumun eus Jorjia, e rannvro Samegrelo-Zemo Svaneti. Emañ war aod ar Mor Du, en aber ar stêr Rioni. Ur porzh-mor a bouez eo ivez.

En em astenn a ra war ur gorread 65,8 km². E 2016 e oa poblet gant 41 500 a dud.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Strabon e oa bet savet eno ur gêr anvet Phasis er VIIvet kantved kent J.K., gant Gresianed deuet eus Miletos hag aet da sevel trevadennoù e Kolkida.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.