Post-scriptum

Eus Wikipedia

Post-Scriptum pe "post scriptum" , pe PS, a zo un droienn latin a vez lakaet e dibenn ul lizher, pa c'hoantaer lakaat ul linennoù bennak ouzhpenn.

Peurvuiañ e vez skrivet PS nemetken, hag a vez lennet Pa Soñjan gant ar vrezhonegerien a venn brezhonekaat o yezh. Brezhonegerien zo a ra gant div lizherenn all, GS (goude-skrid), e-lec'h PS.

Er broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant yezhoù romanek Spagn, d.l.e spagnoleg, galizeg ha c'hatalaneg, e reer gant un droienn latin all "pos(t)data" (skrivet neuze PD), diwar al latin "post datum" pe "post data".