Porto-Novo
Neuz
- Gant ar ger Porto Novo e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Porto Novo (disheñvelout).
Porto-Novo (223 552 a annezidi e 2002) eo kêr-benn bolitikel Benin. Emañ Porto-Novo war aod Pleg-mor Ginea. An eil kêr vrasañ e Benin eo war-lerc'h Cotonou. Emañ kêr e-kreiz ur vro ma c'hounezer eoul palmez, koton ha kapok dreist-holl. Er bloavezhioù 1990 e oa bet kavet tireoul er mor, dirak Porto-Novo, hag abaoe eo deuet ivez da vezañ ur porzh da ezporzhiañ tireoul.