Port de bras (barrez)
Neuz
Er varrez klasel e implijer ar termen port de bras evit deskrivañ an doare ma vez kaset an divvrec'h a emstumm da emstumm.
Gant ar port de bras diazez e kemmer emstumm an divvrec'h adalek bras bas betek an eil emstumm o tremen dre ar c'hentañ emstumm a-raok achuiñ gant an emstumm bras bas adarre.
Gant ar port de bras leun e kaser an divvrec'h betek ar pempvet emstumm a-us d'ar penn a-raok o c'has d'an traoñ.