Port Laoise

Eus Wikipedia
Kreiz kêr Port Laoise

Port Laoise, skrivet ivez Portlaoise e saozneg (distaget [pˠɔɾˠt̪ˠˈl̪ˠiːʃə] en iwerzhoneg, [pɔərtˈliːʃ] e saozneg), zo ur gêr eus kreiz Iwerzhon, e kontelezh Laois. Kêr-benn ar gontelezh eo. E 2011 e oa 20 145 a dud o chom enni.

E 1556 e oa bet savet eno, war urzh ar rouanez Mari Iañ Bro-Saoz, "The Fort of Maryborough", ha "Mayborough" a voe graet eus kêr e saozneg, betek dizalc'hidigezh Iwerzhon. E 1922 e oa bet adanvet Port Laoise (skrivet Port Laoighise neuze, hervez doare-skrivañ iwerzhonek an amzer-se).

Brudet eo toull-bac'h Port Laoise : bod zo bet roet ennañ da veur a stourmer eus an Irish Republican Army bac'het e Republik Iwerzhon.

E miz Mezheven 2007 e oa bet dilennet Rotimi Adebari, genidik eus Nigeria, e penn kuzul-kêr Port Laoise. Ar wech kentañ e oa d'un den du bezañ dilennet da vaer en Iwerzhon[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.