Popotitos
Neuz
Popotitos zo ur ganaouenn rock spagnolek kanet gant ar bagad mec'hikan Los Teen Tops ha brudet er broioù spagnolek e 1961.
Savet eo diwar un ton brudet, hini Bony Moronie, kanaouenn saoznek Larry Williams a reas berzh ken-ha-ken e SUA en 1957. Ar c'homzoù spagnolek zo awenet gant ar ganaouenn saoznek, hogen un tammig disheñvel. Mar deo koantik ar plac'h anvet Bony Moronie, eo un dreudasenn ar Popotitos. An div a zañs rock and roll, met e spagnoleg ez eus kaoz eus dañsal hepken pa gomprener un dra all e saozneg.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kanet gant an Teen Tops : [1]
- Komzoù Bony Moronie
- Komzoù Popotitos